Qui sommes-nous ?
Log in


Forgot your password?
 
You are here: Home Qui sommes-nous ? Blog e Brezhoneg Jean-Yves LeDrian e-LOKARN-INSTITUTE…

Jean-Yves LeDrian e-LOKARN-INSTITUTE… Jean-Yves LeDrian e-LOKARN-INSTITUTE…

Document Actions
Submitted by gkeltik. on 29-05-2006 11:19.
(trede Lodenn)

…Jean-Yves LeDrian e-LOKARN-INSTITUTE

Jean-Yves Le Drian zo en em gavet goude kreizteiz. Loc’het en deus e brezegenn gant ur gerig diwar-benn an dek vloaz Lokarn-Institute(2004).

Ur wech lakaet ar patroned war an tu mat, an aotrou prezidant en deus komzet eus Identelezh-Breizh. »Ar vreizhad a blij dezho labour a-stroll. Se eo un doare vreizhad da vevañ », eme J-Y LeDrian. Ar pezh ar ra sevenadur ar vro eo an douaroù, ar mor hag un dro spered digor war ar bed-a-bezh. An traoù-se ar ra : » Identelezh-Breizh »...da lavaret eo ur « corpus breizhad ».


Ar « resilience » a zo an eil goulenn savet gant ar patroned, da lavaret eo… »echu an abadenn, evit Breizh. N-eo ket, eme ar Prezidant ur vuhez sokial ez eus c’hoazh e-Breizh. An diforc’h etre ar re baour hag ar re binvidik a zo bihan a-walc’h. Ar vreizhiz a zo tud fur, kempouezhet mat en ho fenn. Stad Frañs a zo hon vro, ha Breizh a zo hon rannvro.


Politikerezh Breizh a zo lakaet e pleustr tamm ha tamm. Da skouer, an aozadur B15(=5DPT+10 Ker Bras) en deus bet tro d’en em vodañ pemp kwech bep bloaz. An disoc’hoù a zo mat. Klask a reomp mont war ar raok. Siwazh n’eo ket atav aes. Dreist-holl goulennet on eus ar gwir d’ober war dro an dour e Breizh. Gouarnamant Paris en deus nac’het d’ar Rannvro Breizh ober un taol-esa war dachenn an dour. Setu perak ar rannvro en deus lavaret abaoe ne oa ket sklaer a-walc’h mont en-dro « Breizh Dour Naet ». War dachenn ar yezh, J-Y. Le Drian, zo dedennet d’ober un taol-esa ivez. Siwazh Paris n’en deus ket respontet,

en despet eus ar manifestadeg bras(5000den) aozet e Raozhon e viz Even.

Diaes eo lakaat an « DEVOLUTION », mod Gembre(21bln€) da vont war ar raok.


An Hollvedelezh, oa an trede poent. Peogwir Breizh ‘zo e penn ar bed ha dreist holl e penn an Europa, eo pell a-walc’h eus ar marc’hadoù nevez en hon kummuniezh hag er bed a-bezh. Evit chom e-barzh ar jeu en Europa dav

eo d’ar batroned hag d’ar bolitikerien ar rannvro pouezhañ a-stroll war bed

ar trans-portoù. Breizh a vo perc’henn a-benn nebeut war ar porzhioù mor.

Setu perak e vo dav labourat a-stroll a-benn lakaat war sav ur bolitikerezh rannvroel. War dachenn an hentoù houarn(tizh) etre Paris ha Naoned, ha Paris ha Roazhon. Sikour en deus goulennet J-Y. LeDrian, evit ma vefe lakaet soñjoù mat ar batroned war « kaieroù an enklaskoù publik » a vo digoret er bloaz-mañ etre Paris ha Roazhon dreist-holl.


ARDE (Ajañs Rannvroel evit Diorren…) J-Y. LeDrian en deus lakaet war wel pevar poent. Da lavaret eo EtreVroadel, Klaskerezh ha Krouiñ war an dachennoù ekonomikel ha sokial. Laouenn-tre e oa ar prezidant gant ar priz Marconi roet da Turbo-Code ijinet e Brest. « Seurt traoù a ra lañs d’ar

re yaouank evit Breizh.  Poent-bras lakaat war sav ur skeudenn ekonomikel evit Breizh, dreist-holl war ar marc’hadoù EtreVroadel. » eme ar prezidant. Krediñ a ra J-Y LeDrian eo Breizh, e-giz Iwerzhon, « ur vro e-lec’h, pep tra

a zo posubl » (X. Grall)…


…Jean-Yves LeDrian e-LOKARN-INSTITUTE

Gi Keltik.

Blog e Brezhoneg
« July 2008 »
lu ma me je ve sa di
  1 2 3 4 5 6
7 8 9 10 11 12 13
14 15 16 17 18 19 20
21 22 23 24 25 26 27
28 29 30 31      
Vous devez vous connecter pour accéder aux informations de l'auteur.
 
Personal tools