Produet e-Breizh & SNSM en em skoazellañ…
Jean-Claude Ar Gall, prezidant kozh Produet e-Breizh, perak ho peus divizet skoazellañ an SNSM, neuze ? « Un nebeut tud eus ar gevredigezh en doa klevet ha lennet e oa start an traoù evit an SNSM. Diaes e oa kenderc’hel gant palioù pennañ. Da lavaret eo, saveteiñ an dud war vor noz-deiz ha digoust ouzhpenn-se. Padal ar vreizhiz e-giz an touristed a oa fier ruz, gant ar youl vat’ zo gant tud an SNSM. Ouzhpenn-se gouel Douarnenez oa troet war an tu-se ar bloaz-mañ. Benn ar fin kalz mennozhioù an SNSM e-giz ar skoazell, ar surentez hag doujañs e-keñver an dud, a glot mat gant hon ??. Setu perak eo bet anat d’an holl e oa dav liammañ hon daou skeudenn brav ha kreñv. Merzet ho peus ez eus un tour tan eus ar re bravañ diwar hon logo. Peadra da zigas sklerijenn war mor vreizh » eme Jean-Claude ArGall.

Miz tremenet, Jean-Youenn An Drian, en e brezegenn en doa ar youl da lakaat war sav ur « skeudenn ekonomikel » evit Breizh. Deus un tu e vin laouenn
da c’houzout petra a soñj izili L-I. Dreist-holl ar re n’int ket e-barzh hon Kumuniez Ekonomikel European (KEE). Peogwir Breizh a zo digoret war ar
bed a-bezh, e vo dedenus lenn soñjoù ar re a zo o labourat en diavaez. Eus
an tu all sklaer eo din me: paotred Produet e-Breizh o deus loc’het al labour gant gouel Erwan ha bremañ gant an SNSM. Evit an hini-mañ eo skrivet war
ar bannelloù bras(3x4M.) ha re vihan(1x2M.):»Daou vennozh pennañ & ar memez youlegezh ».
Ouzhpenn ar vennozhioù-se palioù all a zo bet skrivet evel-just. An hini kentañ eo : skoazellañ an dud evel-just. Un dra d’ober gant doujañs ha karantez. Eus an tu all eo dav soñjal en tud an SNSM a zo tud a youl vat chomet tost-tre eus ar mor. Ar re-se’ zo prest atav dindan 15vinutenn. Ouzhpenn-se int tud skiant-prenet-tre ganto war micherioù ar vor. Prezidant kozh oa laouenn-tre da lakaat logo Produet e-Breizh skoazh-ouzh-skoazh gant hini an SNSM. »Sklaer eo : dav eo brudañ muioc’h-mui an SNSM peogwir kalz a dud, ha dreist-holl an douristed ne ouezont ket eo digoust saveteiñ ar bigi . Dalc’homp soñj : an SNSM un tamm eus chadenn vras ar skoazell war ar mor gant ar CROSS (Corsen,h.a…) kirri-nij ar marine, an Abeilles (Bourbon, Flanders,h.a…)
ar bomperien & medisined an ospitalioù. » emezan. Dalc’homp soñj ivez
n’eo ket ar wec’h gentañ d’ar stalioù Produet e-Breizh sikour an SNSM.
Ni, amañ e ti-Saveol,’ pad ar Spi O.F. hon eus gwerzhet sivi, tomatez, kokom-brez…Evit bep boest gwerzhet e oa lakaet 1€ evit an SNSM. Stalioù all o deus graet kemend all’pad gouelioù musik. ‘Benn ar fin ar pezh a zo nevez eo ar vruderezh graet gant ouzhpenn kant stal eus Breizh. An izili hag ar vicherou-rien eus ar stalioù-se a zo laouenn-tre da welet ar sikour kaset d’an SNSM.
« Me zo laouenn-tre da lenn eo bet profet muioc’h eget 700 000€ d’an SNSM enez Sun. Kredabl-bras bruderez an hañv a lako an dud sikouret da reiñ ho skodenn ivez. Stalioù eus Breizh, e-giz ar re zo en diavaez an Europa, a c’hell kas ul lodenn ivez ». Eme Jean-Claude ArGall.
SNSM:33(0)156 026 428…
Gi Keltik.