War ROUDOU PAOTRED AR FOURMAJ-HENAFF-S.A
Abaoe ar penn kentañ eus ar 21vet c’hantved ar stal Henaff eñ deus ar youl da lakaat war wel gwrizioù an dud hag ar produioù graet e Breizh. Loc’het en deus an traou gant añvioù al peizanted war bakadoù ar produioù fresk. Tamm-ha- tamm eo bet lakaet penn an dud-se gant ar gwreg pe ar vugale war ar produioù. An dra-se o deus graet berzh, setu perak int gwelet bremañ war ar WEB. Krouiñ fiziañs etre al labourerien douar eus ar vro hag ar c’hlianted ar ra Henaff. Ouzhpenn-se evitan eo un doare da heuliañ ar moc’h war dachenn ar c’halité
a-raok mont betek ar stal. Diabarzh ar stal hag ur gwech treusformet
ha gwerzhet e vez heuliet a-dost ivez. Kudennoù “Breizh Dour Naet” o doa diskouezet e oa dav labourat war skeudenn paotred ar moc’h. Dre internet Yann ar saver moc’h hag e familh a zeu en ti an dud war skramm an urzhiater. Krouiñ ar ra liammoù nevez gant an ostizien. Ar re-mañ a zo dedennet-tre da c’houzout hirroc’h diwar-benn al labourerien douar.
Bloaz’zo e Lokarn-Institute(L.I.) Jean-Jacques Henaff en doa displeget deomp
e oa dav :”gwerzhañ ar vro da heul ar produioù graet e-Breizh”. Ar bed en deus cheñchet ha muioc’h-mui ar glianted a zo o vont war zu gwrizioù mab-den hag ar sevenadur. “Skeudenn Vreizh” a zo da grouiñ, evit an amzer da zont ken koulz hag evit ar produioù graet e-Breizh. Memestra, dav eo bezañ digor hon spered war ar bed holl, d’an deiz a hiziv. Dav mont eus ar “local” betek ar “global” d’ar vare an hollvedelezh. Ar stal Henaff n’eo ket an hini nemetañ
da vont war zu roudoù ar produioù graet e Breizh. Memestra, n’ez eus ket kalz diouto war ar WEB evit poent. Daoust hag eñ e vefe tu d’ar stalioù all ober ar memestra war dachenn ar bouet, met ivez an douristelezh, ha kement zo.
Petra zo tu ober evit mont pelloc’h ganti, peogwir ar bratikoù a zo dedennet-tre gant an doare-se d’ober.
Kasit deomp, ho sonjoù evit dastum menozhioù nevez a vo lenet war ar blog,
er fin ar bloaz.
Gi
Keltik.
