Yann ar VOURC'H Prezidant Even, h.a...
| Setu Yann Ar Vourc’h er bloaz-mañ an “actu.” evit ar c’hoop Eveñ, a zo an emglev sinet gant SOCOPA. Eveñ en deus degaset d’an ti SOCOPA ar stal Kerguelen a ra war dro lazhañ ha kempenn kig leue. Bremañ e vo meret |
an traoù-se er c’hoop SOCOPA asambles gant Coopagri, Agrial hag all.
Gant Jean-Claude Simon, ar boued “Produet e-Breizh” en deus graet berzh
en ti-mañ. Ouzhpenn-se Eveñ en deus implijet arouezioù ha añvioù keltiek
e-giz “Celtilait” pe “Kerguelen”. Setu Yann daoust hag-eñ e vefe un dra vat evit Eveñ lakaat muioc’h a sevenadur, muioc’h a vrezhoneg war ar produioù nevez? “Nann ne gredan ket” eme ar Prezidant. Evitan ez eus dija kalz traoù war an etiketennoù. Ar glianted a vo kollet muioc’h c’hoazh ma vefe lakaet an traoù en divyezh. Al logo “Produet e-Breizh” gant an tour tan a zo simpl, brav
hag efedus evit lakaat ar bratikoù da soñjal er gwrizioù ar vro. Yann ar Vourc’h ‘ vefe kentoc’h a-du evit kreñvaat al label gant an traoù “produet” e-Breizh nemetken. Setu perak n’eo ket re “domm” evit mont pelloc’h war-zu ar servijoù. “Taolomp evezh eus c’halité al label evit ma chomfe ar glianted tost outañ” emezañ.
Afer an dour e-Breizh a zo bet diskoulmet e Brussel, gant un tammig furnez. Padal Yann ar Vourc’h a chom fuloret en abeg d’an amzer hag d’an arc’hant lonket en afer-se. Kement ha startijenn en deus lakaet, er vuhez-pad, evit krouiñ labour er vro mañ, ne c’houzañv ket mui ar retredidi nag ar fonktionnerien n’ho deus netra da ober, nemet mont a-enep ar re al lak ar vro da vont war-raok…
Yann, evit lakaat ar vro da vont war-raok, daoust hag-eñ ar c’hooperativoù
bras (>=1Bn€) a zo prest da vountañ war kerbenn ekonomikel Breizh. Da lavaret eo “Naoned-ST. Nazer-N-D.L…? “Gant 60$ ar barilhad petrol, e vo
dav gortoz pell a-raok kas fourmaj-laezh hag all, gant ar c’hirri-nij” emezan. War an dachenn-se emañ a-du gant an ekologisted. “Gwir eo aerbozh N-D L…
a zo un dra vat. Memestra arabat huñvreal, ne vo ket implijet kalz gant ar c’hooperativoù. Ar marc’had a zo amañ en Europa. Dav eo deomp degemer broioù ar reter e-giz hon eus degemeret Bro-Bortugal ha Bro-Spagn, er c’hantved tremenet. “Kemeromp amzer evit ober mat al labour. War dachenn an dazont em eus fiziañs en dud ‘zo e-karg hag en arc’hant ez eus e-Breizh”, emezañ.
D’am soñj din-me, dazont Breizh a zo liammet gant al labour war ar maez hag an douristelezh. Dalc’hit soñj, hiziv an deiz ez eus dija 30 milon nozvezhiad-tourist bep bloaz. An dra-se a zegas arc’hant hag an IAA (=agrobizness). Dav eo lavar memestra, n’eo ket bet graet forzh petra ganeomp war ar maez, nag en arvor.
Er penn kentañ tout dav eo lavar ez a an touristed e-lec’h ez eus ur vuhez gwirion. Peogwir koust a ra kalz re ger sevel ostalerioù evit daoù viz nemetken, gwelloc’h eo e vefe degemeret an douristed war ar maez gant tud ar vro, ur gwir sevenadur dezho…
Evit echuiñ petra ‘vefe da ober evit dazont Breizh??? “Alexis en doa lakaet labourerien-douar Bro Leon war-sav”emezañ. Ar CELIB en doa goulennet pevar raktres, met hini ebet evit ar c’houerien, dre ret. D’am soñj din-me, an daoù raktres da gas war-raok er c’hantved-mañ a zo an TGV hag an Internet, kreñv ha fonnus, evit Breizh a-bezh.
Gi Keltik.