Arc'hant ar"biz" evit Breizh-21ved
Goude an diviz em eus bet c’hoant gouzout petra ’ oa graet gant ar CMB evit an dud yaouank a zo o labourat er c’hwec’h korn eus ar bed. War leurenn ar cyber-diviz e oa Brieg Olivier bet o vevañ e Kopenhagen evit ar strollad Danone, e-karg eus Bro-Skandinavia a-bezh. |
Ar paotr yaouank-se, bet er skolioù Diwan, ’zo levezonet gant hon sevenadur. Divizet en deus sevel ar stal Alato.design e-Montroulez. Produet e vez gantañ bravigoù ha listri-kregin a bep seurt. Ouzhpenn-se Milig Kaer en deus bet tro da sevel goulennoù ouzh
un hanter dousenn tud yaouank bennak
o vevañ er c’hwec’h korn eus ar bed.
A-benn gouzout penaos sikour an dud yaouank-se em eus kejet gant Dominique AnDro, ur brezhoneger ampart anezhañ ha deuet da vezan iz-rener e-barzh ar strollad ArKea-CMB.
Peogwir n’eus ket “c’hoazh” kalz
a vrezhonegerien a live-se, en tu-mañ
da hanter-kant vloaz, em eus loc’het
an atersadenn gant ar goulenn-mañ :
“Berr-ha-berr, peseurt micherioù ho
peus graet araok bezan dibabet evel
iz-rener, tal-kichen ar mestr bras, Jakez Kergoat ?
“Berr-ha-berr, neuze ivez : Goude va studioù ijinour e ker Lille, em eus bet tro d’ober war dro ar c’hompoderezh er CMB. Er bloavezhioù 1980 e oa kalz traoù d’ober tro dro an “D.A.B.” e-Breizh hag en Elzas e-lec’h ez eus un dro spered “coop” kreñv ivez. Adalek 1992 on bet e-karg eus an holl zoareoù da baeañ
evit Bro-Frañs a-bezh. Goude on deuet en-dro er vro a-raok mont war-zu ker Angoulem er bloavezh 1994. Karget on bet enno d’ober war dro ar melestradurezh hag an arc’hant evit kornog Bro-Frañs. Pevar vloaz goude
on deuet en-dro adarre er vro evit ober war-dro ar servijoù hag ar produioù er CMB an taol-mañ. Er penn-kentañ-tout ar c’hantved-mañ em eus bet ar blijadur da labourat daou vloaz e Kemper, tal kichenn Ploeur e-lec’h on bet ganet. Enno on bet, evit ar wec’h 1añ e-karg eus an departamant war an holl dachennoù. Deuet on da vezañ - e 2003 - e-karg
eus an implijidi evit ar strollad ArKea
a-bezh. Warlene on bet anvet iz-rener
e-kichen Jakez Kergoat, pennrener strollad ArKea…
Gi Keltik.