Brezhoneg
PIV OMP ? UR GROUIDIGEZH DIBAR
UR GROUIDIGEZH DIBAR
Ur grouidigezh dibar evit respont d’an ezhomm zo da sevel ur rannvro greñv
N’eus ket tu da zisrannañ Europa diouzh
gousezadelezh.(1) N’eo ket bet savet
Ensavadur Lokarn dre zegouezh. Krouet eo bet peogwir eo bet santet an
ezhomm d’en ober evit talañ(2) ouzh skodoù(3) bras ar mare nevez.
Ar bed nevez a dalv unaniñ Europa, dreist-holl. Reizhet eo bet,
kreizennadur ar galloud en Europa gant emglev Maastricht pa’z eo bet
ouzhpennet pennaenn(4) ar c’housezadelezh ennañ : kement tra
n’eo ket dileuriet d’an Europa gant ar Stadoù a chom
dindan atebegezh(5) ar re-se. Ar pennaenn se zo da lakaat da dalvezout
en darempredoù etre Frañs hag he Rannvroioù. Ne ranker kas d'al live
broadel nemet ar pezh n’haller ket ober gwelloc’h el live
rannvroel. Ma seveler galloudoù zo er live europat, e tachennadoù
bras zo, e ranker kas war-raok ur politikerezh digreizennañ hag ur
politikerezh tostaat d'el live rannvroel. E Frañs, ur vro
kreizennet tre , ez eo diazezet labour an Ensavadur war ur gwir
difrae(6) digreizennañ.
Krouet eo bet Ensavadur Lokarn, da lakaat buhañoc’h en ar
sonjou, eo ret mont war an hent-se, broudañ ar re a ra war-dro an
diorren armerzhel da vont war-raok kentoc’h eget chom gant ur
strategiezh dreistvevañ. Youl en deus Ensavadur Lokarn da gemer
perzh e diorren doareadel(7) ha kementadel(7) Breizh hag evel-se reiñ
tro d’an dud o deus c'hoant, da labourat e Breizh-Arvorig.
DIGOR WAR AR BED
Ul lec’h evit prederiañ ha bezañ digor war ar bed
Ensavadur Lokarn zo ul lec’h prederiañ ma teuer da glask kompren
gwelloc’h ar bed kemplezh ma vevomp, evit diguzhat kement tra a
c’hallfe bezañ a bouez en amzer da zont, evit degas sklêrijenn war
ar cheñchamantoù a c’hallfe dont hag evit azasaat(8) ar
strategiezhioù. Ar pal eo en em zigeriñ war an diavaez, mont da
lec’h all gant ar c'hoant pinvidikaat hon anaoudegezhioù, sellet
pizh ouzh ar pezh a vez graet e rannvroioù kreñvañ ar bed evit
reiñ c’hoant d’an obererien armerzhel da stagañ gant al labour
evit diorren Breizh-Arvorig.
1) Gousezadelezh = Subsidiarity = Subsidiarité
2) Talañ = Face = Faire front
3) Skod(où) = Challenge/stake = Enjeu(x)
4) Pennaenn = Principle = Principe.
5)Atebegezh = Responsabilité
6) Difrae = Check-list/Goal = démarche
7) Doaredel ha kementadel= Quality and quantity = qualitatif et
quantitatif
8)Azasaat = adapt… = adapter
UL LEC'H EVIT DIORREN MENNOZHIOU TROET WAR-ZU AN DAZONT
Un doare nevez da welet dazont Breizh-Arvorig
Pal an Ensavadur eo krouiñ patromoù(9) nevez, diouzh savboent(10)
mererien, evit diorren Breizh-Arvorig en tregont vloaz zo o tont ha
skignañ ar patromoù-se.
N’eo ket diazezet an diorren-mañ war an armerzh hag an arc’hant
hepken met diazezet eo ivez war ar gwirionezioù sevenadurel ha
denel(11).
Youl en deus Ensavadur Lokarn da stummañ an divizerien a hiziv ha
warc’hoazh war gwirionezioù nevez ar bed-mañ, da lakaat ar
speredeled hag an embregerien a labour war an dachenn da dostaat an
eil d’egile, da adsoñjal ar vuhez war ar blanedenn diwar hor
gwriziennoù rannvroel.
Gant an ensavadur-mañ e vez lakaet hor rannvro da deuler evezh,
evel-se, ouzh kement tra a c’hallfe kaout levezon warni en amzer da
zont, da vroudañ hor c’humuniezh rannvroel da ragwelet ha da
ersaviñ(12). Evit gwir ez eus anv da ijinañ hor Bro en dazont,
da grouiñ ar greanterezhioù(13) hag an obererezhioù a vo
warc’hoazh.
SPERED ENSAVADUR LOKARN
Ur prenestr digor war ar bed en-dro dezhañ eo Ensavadur
Lokarn.
Krouet eo bet evit an holl dud hag an holl embregerezhioù izili anezhañ hag ivez evit holl bennoù-embregerezhioù hag holl atebeien(14) armerzhel Breizh-Arvorig. Kinnig a reer dezho mont a-gevret gant an Ensavadur war an hent boulc'het gantañ evit diorren ar vro, gant ma vo dalc'het kont n'eo ket eus an armerzh nemetken met ivez ar sevenadur. C’hoant en deus da grouiñ ur gwir rouedad barregezhioù er rannvro, broudañ frammañ ar rouedad Tud Breizh-Arvorig, dezho da gemer perzh e diorren o Rannvro. P’o do komprenet gwell ar batron, e rankont labourat a-gevret ha pa vint barrekoc’h da gemer e-karg eus o dazont e vo kreñvaet ganto nerzh o bro. Gant Ensavadur Lokarn e vez pledet war un dro gant an armerzh, ar sevenadur hag an denelouriezh. Fellout a ra d’an Ensavadur modernaat ar metoù(15) zo tro-dro dezhañ ha diorren ar Rannvro gant pinvidigezh e hengoun hag he zalvoudegezhioù.
09)Patrom(où) = Frame= Modèle-patron
10)Savboent =Interrogation = Interrogation
11)Denel = Human = humain
12)Ersaviñ =Reaction = Réagir
13)Greanterezhioù = industries = id.
14)Atebien = In Charge = Responsables
15)Metoù = Biz…enviro. = Milieu
AN TACHENNOU LABOUR
Emvodoù miziek d'an eil Gwener diwezhañ eus ar miz peurliesañ.
Pal: skoazellañ ar pennoù-embregerezhioù da ragwelet, da
azasaat o strategiezhioù, da zigeriñ o daoulagad war traoù all en ur
bed kemplezh, zo o cheñch buan ha diehan.
Prezegerien uhel o live a zeu d’ober prezegennoù troet war-zu an
dazont ha war temoù a denn d’an armerzh, da vuhez an
embregerezhioù ha d’an diorren tachennadel… Digor-bras e vez
an displegadennoù d’an enklask ha d’an neveziñ.
Komzet e vez kalz ivez diwar-benn berzh rannvroioù zo en Europa hag
er bed…
Divizoù a vez da-heul ar prezegennoù.
Emvodoù tematek d'ar Gwener kentañ eus ar miz
peurliesañ.
Pal : bezañ « barrek a-gevret », tapout skiant-prenet an eil
re digant ar re all,
kreñvaat ar c’henskoazell.
An holl re o deus c’hoant en em vodañ e LOKARN evit eskemm ar
skiant zo bet prenet ganto hag evit tennañ gounit eus o
disoc'hoù mat hag o c’hwitadennoù(16), ha da gomz war temoù
oberatael a vremañ resis, goude displegadurioù digeriñ (da skouer :
an ezporzhiañ e bro pe vro, ar plasoù marc’had, atebekaat an dud
en embregerezhioù, surentez ar boued…).
Ar stummañ war tachennoù dibar.
Pal: Kinnig d’an embregerezhioù en em stummañ war
tachennoù ha war temoù na vez ket pledet(17) kalz ganto gant
aozadurioù stummañ ar rannvro.
Bez’ e vo stummadurioù war an teknologiezhioù nevez, war an
digoradur war ar bed, war emzalc’hioù an dud(18), war ar merañ a
denn d’an domani sokiovicherel ha war ar merañ strategel
dreist-holl.
Prederiañ hag ober kinnigoù war skodoù ar rannvro.
Pal : reiñ c’hoant da gas raktresoù war-raok gant
obererezhioù evit an diorren hag al labour e Breizh-Arvorig.
Klask a ra pennoù-embregerezh Lokarn, dre o doare merañ dezho,
gouzout peseurt skodoù o do levezon, hervezo, war ziorren ar
rannvro.
Diwar ar skodoù-se e teuont a-benn da :
-lakaat diwanañ raktresoù, kenurzhiet gant an endro hag an obererien
armerzhel all.
-gemenn o dielfennadurioù hag o c’hinnigoù da atebeien rannvro
Breizh-Arvorig.
Ar bodadegoù etre embregerezhioù pe en embregerezhioù.
Pal : reiñ tro d’an embregerezhioù d’ober gant
barregezhioù speredel ha danvezel Lokarn.
Lakaet e vez barregezhioù Ensavadur Lokarn e kerz an
embregerezhioù evit kas da benn o stummadurioù dezho o-unan.
Ensavadur Lokarn a zegas dezho, dreist-holl, e rouedad, e
varregezhioù hag e brezegerien.
16)Kuitadenn = Set back/failures = echecs
17)Pledet…= treated = traité
18)Emzalc’hioù an dud = Behaviourism =Comportemental